Ur c'habiten eus ar "Guardia Civil"
Zo bet e Nuarbe e bro Euskadi
Maria Otaegui deuit ganin me
Fuzuilhet 'vo ho mab pa darzho an deiz
Assemblez ganeoc'h ne fell ket din mont
Met e Burgos ez in gant ma zud me
Tal an toull bac'h nav eur gedet he deus
Digaret 'voe an nor da deir eur veure
'Vit gwelet ho mab diwiskañ zo red
Pa vefet e noaz furchet e vefet
Pemzek munutenn e pado ar wel
Ha pemp gward armet a vo e barzh ar gell
Goude ar c'himiad un ofiser gouez
Ar c'hourc'hemennas "Kit un hanter lev
Du hont ne glevfet ket ar fuzuilhoù
Korf an heni barnet ho po da zek eur"
D'an eur se ar vamm zo deuet en dro
Gortozet he deus pad an deiz a-bezh
Gortozet he mab he bugel marw
Kirri tan zo deuet er maes en diwezh
Tud eus Nuarbe zo e tal ar vered
'Vit ma ne vo ket douaret en deiz
Un distro hir bras a ra ar gwarded
Teñval eo ar noz pa erru an arched
Digoret ar vouest e tosta Maria
Anavezout e bugel ne c'hell ket
Anavezet he mab-hi ne deus ket
Ar soudarded a doa tennet en e benn.
Zo bet e Nuarbe e bro Euskadi
Maria Otaegui deuit ganin me
Fuzuilhet 'vo ho mab pa darzho an deiz
Assemblez ganeoc'h ne fell ket din mont
Met e Burgos ez in gant ma zud me
Tal an toull bac'h nav eur gedet he deus
Digaret 'voe an nor da deir eur veure
'Vit gwelet ho mab diwiskañ zo red
Pa vefet e noaz furchet e vefet
Pemzek munutenn e pado ar wel
Ha pemp gward armet a vo e barzh ar gell
Goude ar c'himiad un ofiser gouez
Ar c'hourc'hemennas "Kit un hanter lev
Du hont ne glevfet ket ar fuzuilhoù
Korf an heni barnet ho po da zek eur"
D'an eur se ar vamm zo deuet en dro
Gortozet he deus pad an deiz a-bezh
Gortozet he mab he bugel marw
Kirri tan zo deuet er maes en diwezh
Tud eus Nuarbe zo e tal ar vered
'Vit ma ne vo ket douaret en deiz
Un distro hir bras a ra ar gwarded
Teñval eo ar noz pa erru an arched
Digoret ar vouest e tosta Maria
Anavezout e bugel ne c'hell ket
Anavezet he mab-hi ne deus ket
Ar soudarded a doa tennet en e benn.
×