Langue   

Gortoz a ran

Denez Prigent
Langue: breton


Denez Prigent


Gortozet 'm eus, gortozet pell
E skeud teñval an tourioù gell
E skeud teñval an tourioù gell

E skeud teñval an tourioù glav
C'hwi am gwelo c'hortoz atav
C'hwi am gwelo c'hortoz atav

Un deiz a vo 'teuio en-dro
Dreist ar morioù, dreist ar maezioù
Dreist ar maezioù, dreist ar morioù

D'am laerezh war an treujoù
'Teuio en-dro karget a fru
E skeud teñval an tourioù du

'Teuio en-dro an avel c'hlas
Da analañ va c'halon c'hloaz't

Kaset e vin diouzh e anal
Pell gant ar red en ur vro all

Kaset e vin diouzh e alan
Pell gant ar red, hervez 'deus c'hoant

Hervez 'deus c'hoant pell eus ar bed
Etre ar mor hag ar stered.



Page principale CCG

indiquer les éventuelles erreurs dans les textes ou dans les commentaires antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org