Ar soudarded a oa gwechall
Dre an Afrik o rodal
A zo bremañ e-barzh hor bro
'Kraozon ha Landivizio
Hor breudeur a c'hoarzhe dec'h
Zo tec'het kuit gant an nec'h
Zo tec'het hep soñj distro
Klask labour e-maez o bro
Tec'het int holl 'trezek ar Frañs
Tec'het an esperañs
O c'halono 'oa c'hwero
P'o deus laret kenavo
Hag en o ziez dilezet
Moc' hoiled zo digouet
Hag embann bremañ divezh
Douster ar vuhez war'maez
Me lavar ha lavaro
Se ne bado ket atao
Me lavar ha lavaro
Se ne bado ket atao.
Dre an Afrik o rodal
A zo bremañ e-barzh hor bro
'Kraozon ha Landivizio
Hor breudeur a c'hoarzhe dec'h
Zo tec'het kuit gant an nec'h
Zo tec'het hep soñj distro
Klask labour e-maez o bro
Tec'het int holl 'trezek ar Frañs
Tec'het an esperañs
O c'halono 'oa c'hwero
P'o deus laret kenavo
Hag en o ziez dilezet
Moc' hoiled zo digouet
Hag embann bremañ divezh
Douster ar vuhez war'maez
Me lavar ha lavaro
Se ne bado ket atao
Me lavar ha lavaro
Se ne bado ket atao.
×