Silvestrig
anonyme
Originale | Ancora una delle tante versioni di “Silvestrig”, o “An distr... |
SILVESTRIG Barzh e parrez Sant Serve War vordig Mene Bre 'Z'eus ur c'habiten yaouank o sevel un arme Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez "Roit din va mab Silvestrig, n'am eus mab nemetañ Me 'bako deoc'h, kabiten, an arc'hant deut gantañ - Ne dalv ket ; graet ar marc'had, diwezhat eo bremañ ; N'eus soudard all en arme a blij din eveltañ - Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ? A c'houlennfe digantañ keleier ar brezel Mard eo yac'h hag e buhez, dont da di e gavell..." Pa oa an tad glac'haret oc'h ober e gañvoù E oa e vab Silvestrig 'toull an nor o selaou - O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù Na ouelit ket, o va zad, ha sec'hit ho taeloù !" | SILVESTRIG I Me 'm euz ur mab Silvestrik, ha n'am euz nemet-han, Hag 'n euz bet hardison da zont d'am glac'haran ; Bet 'n euz ann hardieges da vont a-rok he benn, Ema zoudart en arme, dirag he gabitenn. Me 'm euz bet ar vadeles da vonet d'hen goulenn, Dirag kalz tud-a-feson, digant he gabitenn. Ar c'habitenn, p'am gwelaz, a chommaz saouezet : - Ganac'h-c'hui, den ansienn, me a zo saouezet ! Lemel digant ar roue 'sonjoc'h he zoudarded ? Touchet hen euz paeamant, ambarkin a zo red. - - Lavaret d'in, kabitenn, pegement eo koustet, Ha m'am euz arc'hant 'walc'h, a vezo rambourset. - - Hag ho pe pemp kant skoed, n'ho pe ket ann-ez-han, Rag n'euz soudart er vandenn a blij d'in evel-t-han. - II Pa oann-me en Roz-Julou em gwele kousket-mad, Me 'glewe merc'hed 'r Roudour o kana zon ma mab. Ha me 'treï euz ar voger, hag o komanz goela : Aotro Doue, Silvestrik pe-lec'h out-te brema ? Marteze te 'zo maro pemp kant lew diouz-in Taolet da eskernigou d'ar pesked da zibri ! Taolet da eskernigou da zibri d'ar pesked, Ma vijent ganin brema, me 'm boa ho briated ! Me 'm euz un evnik bihan du-man, en toul ma dor, Bars-e-kreiz tre daou vean, en un toul ar vogor; Bars-e-kreiz tre daou vean, en un toul ar vogor, Tromplet eo ma speret, mar n'ema ket en gor. Mar deu d'am evn da zevel, da ober bloaves-mad, Me a lako ma evnik d' vont da welet ma mab. - Oh ! ia, skrivet ho lizer, denik-koz, pa garfet, Me a zo prest d'hen dougenn raktal en ho reket. - Pa oa skrivet al lizer, laket d'ann evn 'n he vek, Etrezeg Metz-sant-Lauranz gant-han 'z eo partiet... - Arretet-c'hui, Silvestrik, lennet al lizer-ma, A zo digasset d'ac'h-c'hui gant ho tad 'zo duma. - - Diskennet, evnik bihan da vordik ann ablestr, (3) Ma skrivinn d'ac'h ul lizer da gass d'am zad d'ar ger; Ma skrivinn d'ac'h ul lizer ewit laret d'ez-han Barz pemzek dez a hidu me em gavo gant-han..... - III - Bonjour d'ac'h, evnik bihan, brema pa 'z oc'h c'hui bet; Hah hen 'zo iac'h Silvestrik, mar ho euz-han gwelet? - - Ia, iac'h ez eo Silvestrik, komzet am euz gant-han, Bars pemzek dez a hidu, en em gavo aman..... - Pa oa ann tad glac'haret ho ober he ganvou, Ez oa he vab Silvestrik 'n toul ann or o selaou : - Tawet, tawet, eme-z-han, tad a volonte-vad, Na skuillet ken a zaelou, setu aman ho mab; Na skuillet ken a zaelou, setu aman ho mab, O tizreï euz ann arme, ma fardonet, ma zad : Dalit c'hui ma c'horn-butun ha ma ziou bistolenn, Ar re-ze a roann d'ac'h ewit ho pinijenn ; Ewit ma c'hallfet laret ho po maget ur mab Ewit ho glac'hari : ma fardonet, ma zad. – |
Note dal sito “Son A Ton” citato nell’introduzione
(1) Faire un coup de tête.
(2) Sa prime
(3) La chanteuse prononçait ablest, mot inintelligible; elle devait peut-être dire ma lestr, mon navire. Peut-être aussi le mot ablestr désigne-t-il quelque partie d'un navire, puisque, comme nous l'avons vu au vers 10, Sylvestrik était marin, quoique son père lui envoyât son petit oiseau à Metz en Lorraine.