Language   

Die Moorsoldaten [Börgermoorlied; Das Moorlied]

Rudi Goguel
Back to the song page with all the versions


9b. Soudarded ar geunioù: La versione alternativa bretone maggiormente ...
KAN AR GEUNIOÙSOUDARDED AR GEUNIOÙ
Pell e weler o'n em astenn
Pradoù, maezioù lagennek
Eno ne glever evn ebet ken
War ar gwez sec’h krabosek
Pell e weler o'n em astenn
Pradoù, maezioù lagennek
Eno ne glever evn ebet ken
War ar gwez sec’h krabosek
O douar reuzeudigezh
Ma rankomp-ni dibaouez
Marrat, marrat

Er c’hamp-mañ ken gouez ken euzhus
Gant he mogerioù houarn
Emaomp en ur gaoued spontus
Vel paourkaezh loened treut-karn
Ni, soudarded ar geunioù
ya d'hon devezh gant palioù
war hor skoaz.

Er c’hamp-mañ ken gouez ken euzhus
Gant he mogerioù houarn
Emaomp en ur gaoued spontus
Vel paourkaezh loened treut-karn
O douar reuzeudigezh
Ma rankomp-ni dibaouez
Marrat, marrat

Trouz kammedoù ha trouz armoù
Gwarded klever noz ha deiz
Gwad ha gloaz, daeroù ha garmoù
Hag ar marv d’an dud keizh
Ni, soudarded ar geunioù
ya d'hon devezh gant palioù
war hor skoaz.

Trouz kammedoù ha trouz armoù
Gwarded klever noz ha deiz
Gwad ha gloaz, daeroù ha garmoù
Hag ar marv d’an dud keizh
O douar reuzeudigezh
Ma rankomp-ni dibaouez
Marrat, marrat

Met un deiz kaer en hon buhez
E savo an heol c’hoazh
Frankiz karet, ha levenez
A splanno en neñvoù glas
Ni, soudarded ar geunioù
ya d'hon devezh gant palioù
war hor skoaz.

Met un deiz kaer en hon buhez
E savo an heol c’hoazh
Frankiz karet, ha levenez
A splanno en neñvoù glas
Dishual vimp en hon bro
Ma c’hallimp bevañ en-dro
Ha karout
Karout
Ne vimp ken soudarded ar geunioù
Ne gerzhimp ken gant palioù
war hor skoaz!


Back to the song page with all the versions

Main Page

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org