Lingua   

Er soudarded zo gùisket é ru [Ar soudarded zo gwisket e ruz]

Max Ar Fur
Pagina della canzone con tutte le versioni


La versione abbreviata interpretata da Soazig (Soazig Kermabon)...
AR SOUDARDED ZO GWISKET E RUZ

Ar soudarded zo gwisket e ruz,
O lin de lin da lan de lin da
Ar soudarded zo gwisket e ruz,
Ar veleien gwisket e du.

Gwellañ soudard a oa en arme,
O lin de lin da lan de lin da
Gwellañ soudard a oa en arme,
Oa ar soudard Ar Fur, a oa.

Eñ a lare d'e gamaraded,
O lin de lin da lan de lin da
Eñ e lare d'e gamaraded,
Ne gredan ket e varvin ervat.

Met pa varvin-me kreiz ar brezel,
O lin de lin da lan de lin da
Met pa varvin-me kreiz ar brezel,
Interit me e douar santel.

Met pa varvin-me e ti ma zad,
O lin de lin da lan de lin da
Met pa varvin-me e ti ma zad,
Interit me er vourk Brizak.

Er vourk Brizak kreiz ar vered,
O lin de lin da lan de lin da
Er vourk Brizak kreiz ar vered,
Ur sapr-groez ez eus plañtet.

Ur wezenn-groez ez eus plañtet,
O lin de lin da lan dé lin da
Ur wezenn-groez ez eus plañtet,
James delienn n'en deus mañket.

Met ar bloaz-mañ eñ zo gweñvet,
O lin de lin da lan de lin da
Med ar bloaz-mañ eñ zo gweñvet,
Soudard Ar Fur a zo marvet.

Komañs a rae an douar da c'hlebiañ,
O lin de lin da lan dé lin da
Komañs a rae an douar da c'hlebiañ,
Gant ar Vretoned o ouelañ.

Gwellañ soudard a oa en arme,
O lin de lin da lan de lin da
Gwellañ soudard a oa en arme,
Oa ar soudard Ar Fur, a oa.

Ar soudarded zo gwisket e ruz,
O lin de lin da lan de lin da
Ar soudarded zo gwisket e ruz,
Ar veleien gwisket e du.
ER SOUDARDED ZO GÙISKET É RU
[AR SOUDARDED ZO GWISKET E RUZ]

Er soudarded zo gùisket é ru,
O din din dan dé lan di dé lin da
Er soudarded zo gùisket é ru,
Er véleion gùisket é du.

Gwellañ soudard é oé én armé,
O din din dan dé lan di dé lin da
Gwellañ soudard é oé én armé,
Oé er soudard Ar Fur, é oé.

Heñ e lare d'é gamarad,
O din din dan dé lan di dé lin da
Heñ e lare d'é gamarad,
'gredan ket e varùein ervad.

Pa varùein mé é ti ma sad,
O din din dan dé lan di dé lin da
Pa varùein mé é ti ma sad,
Intéret mé ér vourh Brizak.

Pa varùein mé kreiz er brezél,
O din din dan dé lan di dé lin da
Pa varùein mé kreiz er brezél,
Intéret mé én douar santél.

Er soudarded zo gùisket é ru,
O din din dan dé lan di dé lin da
Er soudarded zo gùisket é ru,
Er véleion gùisket é du.


Pagina della canzone con tutte le versioni

Pagina principale CCG


hosted by inventati.org