L'Internationale
Eugène PottierBRETONE / BRETON [3] | |
KAN ETREBROADEL AL LABOURERIEN | AN INTERNATIONALE Laket en brezoneg gant Marcel Hamon |
War sav! tud daonet deus an douar ! kent mervel gant an naon, war sav Ar skiant a gomz hag a lavar Reiñ an diwezhañ taol-chav ! Ret eo teuler ae bed-kozh d'an traoñ Mevelien paour war-sav, atav ! Greomp evit mad dezhi he c'haoñ Bezomp mestr lec'h bezaň esklav ! | War sao, tud doanet d'an douar War sao an dud paour o deuz naon Ar skiant a c'hop hag a lavar Skei ar bed n'eun taol d'an traon An traou koz a c'hall monet pell Mevellien kaez, wae zao, war zao Sklepomp anez a-benn bouell Skuiz omp o veza esklao |
An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! | Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien |
Etrezomp na n'eus salver ebet, Na pab, na doue, na den all ! Ha deomp hon unan a vo ret Ober amañ ar gwir ingal A-benn harzh laeron bras da noazout Derc'hel ar spered en e blom C'hwezomp hon c'hovel pe 'vefomp boud Ha dav d'an houarn keit m'eo tomm ! | Nann n'a neus ket a zalvar braz Na Doue, na mestr, na hun all Produer, krog ebarz da benn-baz N'em sov da hun gant ar re all Da lak' al laeron da vont da goll Da sklerijenn ar spered Hon c'hoel c'hoezomp ta drez oll War houarn tom a vez skoet |
An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! | Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien |
Ar stad a zo fall, pep lezenn kamm An deog a wad ar paour-kaez den Deverioù d'ar re vras n'eus foeltr tamm Gwirioù ar paour-kaez zo ven Awalc'h eo dindan vestr kastiañ Al lealded c'houlenn traoù all Dindani vefomp holl memes tra Gant deverioù droejoù ingal. | Mahet a vemp ar pez zo permet N'em wada renkomp vit paea Ar pinvidik n'euz dever ebed Ar paour zo mad da vac'hata Dan ar vaz o plega hon chouk Deveriou ha droejou da bep den Skouiz ez omp o chom atao mouk |
An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! | Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien |
Ken hudur en kreiz o brazoni Hon mistri war an holl labour Deus graet biskoazh nemet ransoniñ Laerezh poan ar micherour Rag en prez kloz an dud didalvez Kement vez krouet vez teuzet Goulennomp vo rentet hep dale D'ar bobl kaez ar pezh zo dleet ! | Selet pebeuz pennou zo dioute Rouez ar glaou, an hent houarn Biskoaz n'euz gret ar botred vraz se Nemat ober vel al louarn Ebarz ar prejou an Aoutroune Eman hon labour hag hon foan Mankout ra d'emp tapout ane Petramant chom atao dindann |
An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! | Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien |
Holl micherourien ha kouerijen Memproù a labour er bed-mañ Ar bed-mañ zo d'al labourerien An dud didalvez diwarnañ Deus hon c'hwezenn gwelit int lard mat Na pa deufe ur seurt brini Un deiz ar bed paour-mañ da guitaat An heol zalc'ho da lugerniñ. | Ar rouez a veve c'hanomp ive Peuc'h etrezomp , tann d'ar re wask Blegomp ket ken breman d'an arme En teilh, lakomp fuzul ha kask Met , ma deuz c'hoant an dreberien tud D'ober d'emp evel al loeo Ar fusul na chomo ket mud Hag evite vo an tenno |
An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! | Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien Ar gann diweza a zo Oll arog, ha souden Breudeur drez-oll a vo Elec'h enebourien |
Garzh ebet ken kreiz-entre pep bro An holl dud breudeur war ar bed Ar brezeloù diot er blotoù Dav d'ar re vraz c'hoazh mar bez ret Evite na n'afomp biken ken A-vilieroù d'en em drailhañ War sav pa 'mañ ar skiant o ren Deomp vo ret terriñ pe blegañ. | Ouvrier, payzant, mum a hez Ar bopl vraz euz ar re 'deuz poan An douar n'hell ket beza dez N'eus ket ar blas d'ar fenean Ped zo o veva deuz hon gwad Med ar brini a zo war dro 'N o fonz pa devo bed hon zroad Neuze an heol a lugerno ! |