L'Internationale
Eugène PottierBRETONE / BRETON [2] | |
KANAOUENN ETREVROADEL AL LABOURERIEN AN INTERNATIONALE War sav ! Va breudeur, ret eo sevel Ar paour 'zo o tuiñ gant an naon Ar skiant a lâr a vouezh uhel N'em gannañ start,skeiñ hep tamm aon ! Skuizh omp aet, re bell omp bet deñved , Mevelien gaezh, war sav, war sav ! Ur bed all gwelloc'h a vo savet Lec'h ma vimp mestr hep bezañ sklav. Sed an emgann diwezhañ Holl war sav ha warc'hoazh E kerzho unanet Ar pobloù skoaz ouzh skoaz. Sed an emgann diwezhañ Holl war sav ha warc'hoazh E kerzho unanet Ar pobloù skoaz ouzh skoaz. Mestr bras ebet ne c'hell hor sikour Na doue na priñs nag un all ! Yann Gouer, pesketaer ha micherour Deuit war hol lerc'h da reiñ ar brall Laeron vras, c'hwi 'vo lakaet izel, Ni 'zesko d'an dud gwelout sklaer Ha breman c'hwezhet tan hor c'hovell War'n houarn tomm 'vo lopet taer. Sed an emgann diwezhañ Holl war sav ha warc'hoazh E kerzho unanet Ar pobloù skoaz ouzh skoaz. Sed an emgann diwezhañ Holl war sav ha warc'hoazh E kerzho unanet Ar pobloù skoaz ouzh skoaz. Ar stad hor gwask ,al lezenn ivez 'n em wadañ 'rankomp 'vit netra Hor poan daoust da betra e talvez ? Da vevañ tud gant hon peadra ! Paromp holl, frankiz'zo da bep den Ha ni 'vez mac'het gwashoc'h-gwaz Mar karomp 'vint ket mestr da viken Deut eo ar c'houlz cheñch penn d'ar vazh ! Sed an emgann diwezhañ Holl war sav ha warc'hoazh E kerzho unanet Ar pobloù skoaz ouzh skoaz. Sed an emgann diwezhañ Holl war sav ha warc'hoazh E kerzho unanet Ar pobloù skoaz ouzh skoaz. | AN INTERNATIONÂL EM BRËZONEC War memeuz tôn evel en gallek Même mélodie qu'en français War zao ! tud daonet an Douar ! Kent mervel gant an naon , war zao Ar skiant a gomz ag a laar Reï an diveza taol-chao ! Ar Bed-koz a bez d'an traon ! Meveillen paour , war sao ! atao ! Greômp vit mad dezi he c'haon Bezomp maest lëc'h beza esklao ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! En trezomp neuz salver ebed Na pab, na roue, na den all ! Demp hon unan a vezo red Ober aman ar gwir ingal : Benn harz laëron braz da noazout, Derc'hel ar spered en he blom ! A dao d'an ouarn keït m'he tom !! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar Stâd so fall ! pep lezenn kamm An dëog a oad ar paour-kaez den ; Deveriou d'ar re vraz neuz tamm Gwiriou ar paour zo eur gomz ven Awalc'h dindan Vaest kastizia Al Lëaldet ' c'houlenn trëo all Dindan-hi 'veffomp memeuz tra Gant deveriou , droëjou ingal !? Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Udur ! en kreïz ho brassoni, Mistri war an holl labour Deuz gret biskoaz met ransoni Laerez poan ar micherour ; Rag en em prez an dud didalve Kement ve kroûet ve teuzet ; Goulennomp vo rentet hep dale D'ar bobl kaez ar pez so gleêt ? Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Micherourien a koërijen. Memprou a labour ar bed-man, Ar bed so d'al labourerien ! An dud didalve diwarn-han ! Deuz hom c'hoejen hint holl lard mad : Na pa deufe eur sort brini Eun deîz an douar da gwitâd An heol ‚zalc'ho da lugerni ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Garz ebed ken kreïz-tre pep Bro ! An holl dud breudeur war ar bed ! Ar brezellou zôd er blôto ! Dao d'ar re vraz c'hoaz m'ar be red Evit-hê n'effomp biken ken A villerou de n'em drailla ! War zao ! ar skiant so ho ren Demp vo red terri pe blega !?! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! |