Language   

Silvestrig

Anonymous
Back to the song page with all the versions


OriginalAncora una delle tante versioni di “Silvestrig”, o “An distr...
SILVESTRIG

Barzh e parrez Sant Serve
War vordig Mene Bre
'Z'eus ur c'habiten yaouank o sevel un arme
Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez

"Roit din va mab Silvestrig, n'am eus mab nemetañ
Me 'bako deoc'h, kabiten, an arc'hant deut gantañ
- Ne dalv ket ; graet ar marc'had, diwezhat eo bremañ ;
N'eus soudard all en arme a blij din eveltañ

- Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell
A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ?
A c'houlennfe digantañ keleier ar brezel
Mard eo yac'h hag e buhez, dont da di e gavell..."

Pa oa an tad glac'haret oc'h ober e gañvoù
E oa e vab Silvestrig 'toull an nor o selaou
- O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù
Na ouelit ket, o va zad, ha sec'hit ho taeloù !"
SILVESTRIG


I
Me 'm euz ur mab Silvestrik, ha n'am euz nemet-han,
Hag 'n euz bet hardison da zont d'am glac'haran ;

Bet 'n euz ann hardieges da vont a-rok he benn,
Ema zoudart en arme, dirag he gabitenn.

Me 'm euz bet ar vadeles da vonet d'hen goulenn,
Dirag kalz tud-a-feson, digant he gabitenn.

Ar c'habitenn, p'am gwelaz, a chommaz saouezet :
- Ganac'h-c'hui, den ansienn, me a zo saouezet !

Lemel digant ar roue 'sonjoc'h he zoudarded ?
Touchet hen euz paeamant, ambarkin a zo red. -

- Lavaret d'in, kabitenn, pegement eo koustet,
Ha m'am euz arc'hant 'walc'h, a vezo rambourset. -

- Hag ho pe pemp kant skoed, n'ho pe ket ann-ez-han,
Rag n'euz soudart er vandenn a blij d'in evel-t-han. -

II
Pa oann-me en Roz-Julou em gwele kousket-mad,
Me 'glewe merc'hed 'r Roudour o kana zon ma mab.

Ha me 'treï euz ar voger, hag o komanz goela :
Aotro Doue, Silvestrik pe-lec'h out-te brema ?

Marteze te 'zo maro pemp kant lew diouz-in
Taolet da eskernigou d'ar pesked da zibri !

Taolet da eskernigou da zibri d'ar pesked,
Ma vijent ganin brema, me 'm boa ho briated !

Me 'm euz un evnik bihan du-man, en toul ma dor,
Bars-e-kreiz tre daou vean, en un toul ar vogor;

Bars-e-kreiz tre daou vean, en un toul ar vogor,
Tromplet eo ma speret, mar n'ema ket en gor.

Mar deu d'am evn da zevel, da ober bloaves-mad,
Me a lako ma evnik d' vont da welet ma mab.

- Oh ! ia, skrivet ho lizer, denik-koz, pa garfet,
Me a zo prest d'hen dougenn raktal en ho reket. -

Pa oa skrivet al lizer, laket d'ann evn 'n he vek,
Etrezeg Metz-sant-Lauranz gant-han 'z eo partiet...

- Arretet-c'hui, Silvestrik, lennet al lizer-ma,
A zo digasset d'ac'h-c'hui gant ho tad 'zo duma. -

- Diskennet, evnik bihan da vordik ann ablestr, (3)
Ma skrivinn d'ac'h ul lizer da gass d'am zad d'ar ger;

Ma skrivinn d'ac'h ul lizer ewit laret d'ez-han
Barz pemzek dez a hidu me em gavo gant-han..... -

III
- Bonjour d'ac'h, evnik bihan, brema pa 'z oc'h c'hui bet;
Hah hen 'zo iac'h Silvestrik, mar ho euz-han gwelet? -

- Ia, iac'h ez eo Silvestrik, komzet am euz gant-han,
Bars pemzek dez a hidu, en em gavo aman..... -

Pa oa ann tad glac'haret ho ober he ganvou,
Ez oa he vab Silvestrik 'n toul ann or o selaou :

- Tawet, tawet, eme-z-han, tad a volonte-vad,
Na skuillet ken a zaelou, setu aman ho mab;

Na skuillet ken a zaelou, setu aman ho mab,
O tizreï euz ann arme, ma fardonet, ma zad :

Dalit c'hui ma c'horn-butun ha ma ziou bistolenn,
Ar re-ze a roann d'ac'h ewit ho pinijenn ;

Ewit ma c'hallfet laret ho po maget ur mab
Ewit ho glac'hari : ma fardonet, ma zad. –

Note dal sito “Son A Ton” citato nell’introduzione

(1) Faire un coup de tête.
(2) Sa prime
(3) La chanteuse prononçait ablest, mot inintelligible; elle devait peut-être dire ma lestr, mon navire. Peut-être aussi le mot ablestr désigne-t-il quelque partie d'un navire, puisque, comme nous l'avons vu au vers 10, Sylvestrik était marin, quoique son père lui envoyât son petit oiseau à Metz en Lorraine.


Back to the song page with all the versions

Main Page

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org