Silvestrig
Anonymous
Laa versione più lunga della canzone, ripresa da "Trente chansons ... | |
SILVESTRO SOLDA’ A Saint-Michel en Grève il figlio si arruolò; ìl padre al Capitano andò e l’implorò. Mio Dio non è possibile, é il mio miglior soldà; non posso rinunciarvi, e poi l’ho già pagà. Usignol che stai sul muro ti prego vai da lui, vorrei sapere se è vivo, se è al Reggimento, vuoi? Buondì, soldà Silvestro. Buondì anche a te usignol, ritorna e dì a mio padre che non sarà più sol. Il vecchio padre piange, è cieco ed ammalà; un usignolo canta Il canto del soldà. Sull’ uscio c’è chi ascolta, è l’ombra di un soldà; non pianger, padre mio, Silvestro è ritornà. | SILVESTRIG I. Etre Iliz sant Lorenz ha Chapel sant Hervé Zo un den jentil yaouank o sevel e arme Zo un den jentil yaouank o sevel e arme Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, hag e lar mont ivez Me 'm eus ur mab, Silvestrig, ha n'am eus nemetañ N'eus soudard 'barzh ar vandenn a garer eveltañ Ma am bo ar vadelezh da vonet d'hen goulenn Gant kalz a dud a-feson digant e gabiten Ar c'habiten, p'hen klevas, da selaou zo chomet : "Ganeoc'h, denig ansien, me a zo saouezet ! Fellout deoc'h tromplañ 'r roue, ha koaut e soudarded ? Touchet en deus an arc'hant, d'an arme 'rank monet Pa rofec'h din pemp kant skoed, n'ho po ket anezhañ Na eus soudard er vandenn a blij din eveltañ" "Adieu eta, Silvestrig, er giz ur mab prodik ! Ma vijec'h chomet er gêr, ni 'vije pinvidik !" Me 'm eus un evnig bihan, e-kichen toull ma dor En un toullig ar voger, me gred emañ en gor "Na te, ma evnig bihan, te az peus div askell, A nijfe dreist ar mor bras, o ya ! dreist ar mor pell A nijfe evidon-me betek enn an arme Da c'houzout hag emañ Silvestrig en buhez ?" II. "Demat deoc'h-c'hwi, Silvestrig, demat deoc'h a laran - Ha dit ivez, evnig bihan, pa'z out deut be' amañ - Me zo degaset amañ gant ho tad dezolet Hag a lavar, Silvestrig, ez eo c'hwi zo kiriek - Diskennet, evnig bihan, diskennet war h' taoudroad Ma skrivin deoc'h ul lizher da gas d'ar gêr d'am zad Ma skrivin deoc'h ul lizher da gas da'r gêr dezhañ 'Barzh daou vloaz a hiziv e vin arru gantañ" Pa oan-me 'barzh ma gwele, ma gwele kousket mat, Me 'gleve merc'hed Roudour o kanañ son ma mab Pa oa an tad dezolet oc'h ober e gañvoù A oa e vab Silvestrig 'n toull an nor o selaou "Na seset, tad dezolet, seset-c'hwi da ouelañ Sellet ho mab Silvestrig a zo erru amañ !" |