Language   

Silvestrig

Anonymous
Back to the song page with all the versions


OriginalLaa versione più lunga della canzone, ripresa da "Trente chansons ...
SILVESTRIG

Barzh e parrez Sant Serve
War vordig Mene Bre
'Z'eus ur c'habiten yaouank o sevel un arme
Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, zo o vonet ivez

"Roit din va mab Silvestrig, n'am eus mab nemetañ
Me 'bako deoc'h, kabiten, an arc'hant deut gantañ
- Ne dalv ket ; graet ar marc'had, diwezhat eo bremañ ;
N'eus soudard all en arme a blij din eveltañ

- Na te, labousig bihan, war-bouez da zivaskell
A nije dreist ar broioù da gaout va mabig pell ?
A c'houlennfe digantañ keleier ar brezel
Mard eo yac'h hag e buhez, dont da di e gavell..."

Pa oa an tad glac'haret oc'h ober e gañvoù
E oa e vab Silvestrig 'toull an nor o selaou
- O tizreiñ eus an arme emaon war ho treuzoù
Na ouelit ket, o va zad, ha sec'hit ho taeloù !"
SILVESTRIG

I.

Etre Iliz sant Lorenz ha Chapel sant Hervé
Zo un den jentil yaouank o sevel e arme

Zo un den jentil yaouank o sevel e arme
Me 'm'eus ur mab, Silvestrig, hag e lar mont ivez

Me 'm eus ur mab, Silvestrig, ha n'am eus nemetañ
N'eus soudard 'barzh ar vandenn a garer eveltañ

Ma am bo ar vadelezh da vonet d'hen goulenn
Gant kalz a dud a-feson digant e gabiten

Ar c'habiten, p'hen klevas, da selaou zo chomet :
"Ganeoc'h, denig ansien, me a zo saouezet !

Fellout deoc'h tromplañ 'r roue, ha koaut e soudarded ?
Touchet en deus an arc'hant, d'an arme 'rank monet

Pa rofec'h din pemp kant skoed, n'ho po ket anezhañ
Na eus soudard er vandenn a blij din eveltañ"

"Adieu eta, Silvestrig, er giz ur mab prodik !
Ma vijec'h chomet er gêr, ni 'vije pinvidik !"

Me 'm eus un evnig bihan, e-kichen toull ma dor
En un toullig ar voger, me gred emañ en gor

"Na te, ma evnig bihan, te az peus div askell,
A nijfe dreist ar mor bras, o ya ! dreist ar mor pell

A nijfe evidon-me betek enn an arme
Da c'houzout hag emañ Silvestrig en buhez ?"

II.

"Demat deoc'h-c'hwi, Silvestrig, demat deoc'h a laran
- Ha dit ivez, evnig bihan, pa'z out deut be' amañ

- Me zo degaset amañ gant ho tad dezolet
Hag a lavar, Silvestrig, ez eo c'hwi zo kiriek

- Diskennet, evnig bihan, diskennet war h' taoudroad
Ma skrivin deoc'h ul lizher da gas d'ar gêr d'am zad

Ma skrivin deoc'h ul lizher da gas da'r gêr dezhañ
'Barzh daou vloaz a hiziv e vin arru gantañ"

Pa oan-me 'barzh ma gwele, ma gwele kousket mat,
Me 'gleve merc'hed Roudour o kanañ son ma mab

Pa oa an tad dezolet oc'h ober e gañvoù
A oa e vab Silvestrig 'n toull an nor o selaou

"Na seset, tad dezolet, seset-c'hwi da ouelañ
Sellet ho mab Silvestrig a zo erru amañ !"


Back to the song page with all the versions

Main Page

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org