Lingua   

Son an everien gwad

Gilles Servat
Lingua: Bretone


Gilles Servat


Didostit oll 'ta Bretoned
didostit oll evit kleved
'vit kleved kana 'r ganaouenn
savet e parrez Poullaouenn

Savet gant eur peizant dister
hag a zo c'hoaz barz ar vizer
zo breman c'hoaz en dienez
paotred Paris zo didruez

Eun deiz oa gwel't e Montroulez
eur mor a dud 'ziwar ar maez
gand eul louarn war beg eur vaz
ha Debré oa anveet c'hroaz

Gwel't moa ivez barz ker Garez
ar blasenn leun a CRS
gand grenadou lakrimojen
leiz n'ouzon ket ped muzetenn

O ni aman e Breizh Izel
n'om ket mad met d'ober brezel
daou c'hant daou ugent mil a zo
duze kousket er frontiero

Bretoned mad ha kaloneg
kousket 'baoue 'r bloaz pevarzeg
ha kemend-all oa deut d'ar ger
gloazet pe maro potriner

Setu aze 'ta ma zud vad
ema son an everien gwad
gweled a reomp ni oll bremen
pehini eo ar blanedenn

Na pegen trist d'eur vamm d'eun tad
kaout eur c'hoadur savet mad
red dezan nond da vrezeli
duze trezen an Aljeri

War zav! War zav! 'ta Bretoned
rag an eur hirio za sonet
war zav! War zav! Da virviken
evid terri ar blanedenn

Mar klaskit piv zav ar c'homzou
eur peizant eo kreiz ar boaniou
a zav e soniou goude koan
anvet eo ar Pichon Bihan.



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org