Lingua   

An distro euz a Vro-Zaoz [Silvestik]

Tri Yann
Lingua: Bretone


Tri Yann


Etre parrez Pouldergat ha parrez Plouare
ez euz tudjentil iaouang o sevel eunn arme
evit monet d'ar brezel, dindan mab ann Dukez
en deuz dastumet kalz tud euz a beb korn a Vreiz;

Evit monet d'ar brezel, dreist ar mor, da Vro-Zoz.
Me'm euz ma mab Silvestik e ma int ouz e c'hortoz;
me'm euz ma mab Silvestik ha n'em euz nemet-han
a la da heul ar strollad, gand marc'heien ar ban.

Evit monet d'ar brezel, dindan mab ann Dukez
evit monet d'ar brezel, dreist ar mor, da Vro-Zoz.*

Eunn noz e oann em gwele, ne oann ket kousket mad,
me gleve merc'hed Kerlaz a gane son ma mab;
ha me sevel em' c'haonze raktal war ma gwele:
- Otrou Doue! Silvestik, pelec'h oud-de-breme?

Marteze em oud ousp ouspenn tric'hant ieo deuz va zi
pe tolet barz ar mor braz d'ar pesked da zibri;
mar kerez bea chommet gant da vamm ha da dad,
te vize bet ereujed bremañ, ereujed mad;

Achuet oa ann daou vloaz, achuet oa ann tri :
- Kenavo d'id, Silvestik, ne n'az gwelinn ket mui;
mar kaffenn da eskern paour tolet gand ar mare,
oh! me ho dastumefe hag o briatefe…

Ne oa ked he c'homz gant-hi, he c'homz peurlavaret,
pa skoaz eul lestr a Vreiz war ann ot, hen koliet,
pa skoaz eul lestr a Vro penn-da-benn dispennet
kollet gant-han he raonnou hag he wernou breet.

Leun a oa dud varo; den na ouffe lavar,
na gout pe gelt zo amzer n'en deuz gweiet ann douar.
He Silvestik ao eno, hogen na mamm na ad,
na mignon n'en doa, siouaz! Karet he zaou-lagad.

*Versi aggiunti posteriormente al testo originale.



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org