Language   

Nann med ya

Manu Lann Huel [ou Lannhuel]
Language: Breton


Manu Lann Huel [ou Lannhuel]


Nann
Nann e lavarimp d'an emgann
Nann
Ya! Nann d'an emgann evit an arc'hant
Roue
Roue an arc'hant
Arc'hant gwenn an aour du
Roue
Roue-doue an aour
A zo zevet war c'hein ar baour
Paour
Paour gwenn ha du
Paour melen paour ruz
Nann
Nann e lavarimp
D'an emgann evit an arc'hant

Nann
Nann e lavarimp d'an emsav
Nann
Ya! Nann da emsav ar veleien
Beleg
Beleg ar roue
Pe veleg forz peseurt doue
A zaol
A zaol an eoul
War flammoĆ¹ glaou-tan ar spered
A had
Tan bleud an heol
Evit an amzer da zont
Nann
Nann e lavarimp
Nann d'an emsav ar veleien

Ya
Ya e lavarimp d'an emgann
Ya
Ya d'an emsav ya d'an tan
Tan
Tan-kan ar galon
Etre an den hag e vreur
Kan
Diwan an heol
'Tre ar bugel ha yezh e dad
Aman
Hag e pep lerc'h
A zo unan o klask e vuhez
Ya
Ya e lavarimp
D'an emgann ha ya d'an emsav.



Main Page

Please report any error in lyrics or commentaries to antiwarsongs@gmail.com

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org