Language   

War an aod

Youenn Gwernig
Language: Breton




Redet o deus a viliadoù d'an aod
tud a bep liou,
livioù ar bed, yezhoù ar bed
mesk-h-mesk,
treid ha divesker
korfoù beo
treid, treid, treid a viliadoù
n'eus hent ebet ken
debret eo bet
ha touzet raz ar geot.

Tammoù gwer a c'hoarzh d'an heol
'vel bragerizoù
(ur voutailh soda drailhet)
ar gwad o tiverañ ouz seul ar paotrig du
a zo ruz
met n'eus liou ebet d'e boan.

Traezhenn doueel,
gwez, geot ha traezh,
an oabl ken glan,
gro ar re baour
tud a bep liou,
traezhenn marc' had-mat
'vit ar re zu, ar re zamzu, ar re velen,
ar re wenn: Kelt, German, Magyar,
an oabl hag an traezh hat ar gwez
'vez roet d'ar re baour
evit netra.



Main Page

Please report any error in lyrics or commentaries to antiwarsongs@gmail.com

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org