Lingua   

Piw 'zo mestr?

Gweltaz Ar Fur
Lingua: Bretone




Pa rankomp luskell hor melkoni
Gant hiraezh d'ar c'hantvedoù kent
Ha kuitaet o deus hon domani
Anelerc'h hag an erevent?

Perak tamall hon enebourion
M'hon eus na kalon na divrec'h?
An teodoù flour a zo treitourion
Diwar hetiñ n'eus ket a drec'h.

Ha bez' e vo kaeroc'h hêrezh
Eget trefoedach an enkrez
Eget luc'hach an dienez
Eget tunodo ruz ar vezh
Eget ar parlant rust ha fraezh
Eget hor yezh a wirionez
Diaes?
Aner eo klemm ha lez-ober
Piv a zo mestr e skol ar gêr
Lenner?

Komz a ran brezhoneg
d'am bugale
ha te?



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org