Lingua   

Kimiad daou zoudard yaouank

anonimo
Lingua: Bretone




1. Selaouet hag e klefet kano ur son nevez savet
Da zaou zen yaouank degoue'et o sort gante

2. 'R'c'hentañ oa mab d'an tailher, 'r'c'hentañ mab an tailher
Egil' all oa Jos Graig 'bihanatik eus ar gêr

3. Ha p'hini emañ maget e rouz e Feunteunwenn
E-barzh un tiig bihan 'kichen ar Vailhurenn

4. Jos Graig bihan lare pe oa soudard e vab :
Dav eo degas un ofrañs evit dont da Vulat
Ha ma blijo gant Doue, chomo ganin ma mab

5. 'Baotred yaouank neuz' lare pa oant 'ont kuit eus kêr
Kenavo Itron Varia ha c'hwi aotrou Sant Per

6. Douget am eus aliesik banniel bras ho iliz
Kerkoulz ha d'an ofern-bred evel d'ar gousperoù

7. Kerkoulz ha d'ar gousperoù evel d'an ofern-bred
Ha da zul ar sakramant d'ar bloavezh tremenet

8. Deomp-ni da gemer bremañ rout' ar C'hastell-Nevez
Kastellin a zigoue'o soudennik hep dale

9. 'Baotred yaouank neuz' lare 'n ur vont maez eus o zi
Kenavo ma c'hoar Mar'jannig ha c'hwi ma c'hoar Mari

10. Pa oant e kreac'h menez Rou' war an hent bras o vont
Me glev kleier Landreger 'seniñ d'an oferenn

11. Me lare d'am c'hamaraded : deomp-ni d'an oferenn
Kar d'al leac'h e yamp bremañ n'eus ket a veleien

12. Kar d'al leac'h e yamp bremañ n'eus ket a veleien
Da laret ar gousperoù kennebeud 'n ofern-bred



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org