Language   

Son ar Bonedoù Ruz

Gweltaz Ar Fur
Language: Breton


Gweltaz Ar Fur


Er bloaz mil c'hwec'h kant pemzek ha tri-ugent
e oa savet e Breizh un dispac'h braz
E Karaez Ar Balp en Naoned Goulven Salaun
O deus savet ar Vreizhiz evit pezh zo 'vat

Anv an dud-se zo ar Bonedoù Ruz
Torr-e-benn o yud-brezel ha marv d'ar gwaskour
Evit ar sunerien a vo ar mallozh ruz
War-sav 'ta 'vit Frankiz paotred an Arvor

O servij ar Roue nemet an noblañs
Tud ar bobl o deus nac'het o gwirioù direizh
Ha dragoned - a larer - zo deuet a vro-Frañs
Evit distreiñ hor breudeur davit ar gwir feiz

Miliadoù zo marv ha miliadoù c'hoazh
Miliadoù 'n savo hag en em savo c'hoazh
Ha ma breudeur a-vremañ pa'z en em savit-hu
Dalc'hit soñj atav eus ar Bonedoù Ruz

Er bloaz mil c'hwec'h kant pemzek ha tri-ugent
e oa savet e Breizh un dispac'h braz
E Karaez Ar Balp en Naoned Goulven Salaun
O deus savet ar Vreizhiz evit pezh zo 'vat.



Main Page

Please report any error in lyrics or commentaries to antiwarsongs@gmail.com

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org