Language   

Geotenn ar marv

Denez Prigent
Language: Breton


Denez Prigent


Saotret o deus dour ar stivell
Cheñchet o deus tu an avel

Gwanaet ‘deus sklaerder an heol
Skuizhet an douar, breinet ar jol

Breinent ar jol, skuizhet an douar
Mouget ar stered hag al loar

Mouget al loar haq ar stered
Ha diskaret ar we'enn vleuniek

Ha diskaret ar we'enn nevet
Gant had ar vuhez c'hoariet

Cheñchet o deus hep keuz ebet
Ar pezh n’ dlee ket bout cheñchet

Hadet o deus e prad ar bed
Ar pezh n' c'helle ket bout hadet

Hadet o deus geot ar marv
A dro ar peizan(t) da sklav

Hadet o deus ar greunenn foll
A gas ar peizan(t) war e goll

Deu't eo an amzer da vediñ
E Pradarbed klevout a rit:

E Pradarbed klevout a rit
Falc'h an Ankou o eostiñ?

Deu't eo an amzer da geuziañ
Rak an eost-se 'n hini gwashañ

'N hini gwashañ etre an holl
Den ne ray qouel nemet an Diao(u)l

Hag ouzh e zaol en e gichen
Marc'hadourien an OGM.



Main Page

Please report any error in lyrics or commentaries to antiwarsongs@gmail.com

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org