Lingua   

Negro Song

Alan Stivell
Lingua: Bretone


Alan Stivell


Me zo Breizhad.

Me zo bet sklav.
Galeour ez on bet e bagoù ar Roue Loeiz.
Toullet em eus hentoù,douget va samm a vein,
Savet em eus,en o c' herbenn,o falezioù.

Me zo bet soudard.
Va obidoù em eus kanet e lannegi Planwour.
Breinet em eus en erc' hegi Rusia,
Breinet em eus e rizegi Hanoi,
Tufet va gwad e fozioù pri Verdun.
Lazhet'em eus ar re zu
Ha distrujet an doueed a azeulent.

Me zo bet mevel.
Mousc'hoarzh ar re faezhet em eus bet o servij.
Desket em eus d'an dud komz evel va mistri.
Ruzet em eus va zreid war bavezioù Pariz.

Ha graet em eus dezho c'hoarzhin
Rak me zo bet farouell.

Me zo bet merzher



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org