Lingua   

Ar brezel mod nevez

Kan an Drask
Lingua: Bretone




Aet oa skuizh ar pennoù bras, ober brezel bihan
Gant o ordinatourienn, un da vad de zho a vank.

Bemiet re a fuseoù, merkeded an tankoù
An uzinioù a glemme, n'en doa ket ken labour.

Red vefe kaout an tu da implij an armoù,
da roiñ labour d'ar staliou, dollarioù er bankoù.

Ijin ar re varrekañ oa laket da fiñval:
"Penaos kargañ ar godell, hep tapout re vrud fall?

Penaos distrujañ an danvez, hep ur morad a gwad?"
Ben ar fin unan n'eus kavet: "Greomp brezel da Saddam."

N'imp gaso di kirri nij, bagoù bras, fuseoù
tankoù bihan, tankoù bras, bepseurt bombezennoù

An dud lazhet a viliadoù vo ket red o c'hontan,
ar sabl zo bouk da doullañ evit o zouarañ

Ar sabl zo aes da doullañ evit o zouarañ,
ur brezel hep tud varo, setu ar pezh a vank.

Ha diouzhtu ar c'heloù mad redek dre ar broioù:
"Echu ar brezel paper, unan da vad a grogo."

Al lazhadeg a vo graet gant kirri-nij tagus
o vombardiñ noz ha deiz gant un dinec'h euzhus.

An teleoù lâro deomp: "N'eus ket re venn lazhet"
ouzhpenn an holl kirri-nij zistro brav, dizammet.

Ha soudarded an Irak, dindan an drailh spontus
zo marv a viliadoù, n'eo ket re ankenius.

N'eus nemet ur rumm a gont, soudarded an tu-mañ
gwad ar re all na dal mann d'ar sabl vo da evañ.

Seulvuiañ vo distrujet, seulvuiañ admet,
bec'h ha bec'h d'ar vombezenn, muioc'h vo gounezet.

Ur brezel 'vit ar Gwirioù, lâro ar pennoù bras,
padal n'eo met 'vit arc'hant, petrol, hag arc'hant c'hoazh.

Ar Prezidant zisplego deomp-ni genaoueien,
eo c'houmañ ur " brezel just ", n'eo ket vit gwenneien.

An dud sot a zo enep, n'int nemet treitourien
'vit ar brezel renker bezañ bazh d'hon "enebourien".

Pa oa distrujet trawalc'h, siouled ar speredoù
digor bras an uzinioù da zastum dollarioù.

Oa roed an urzh da ehan, gant ar vil lazhadeg
ar re venn a zo bet trec'h, gant kant buhez kollet.

Vo ket kontet re Saddam, drailhet, devet, mouget
dindañ gwashañ arneuenn zo bet biskoazh gwellet

Graet zo ur brezel mod nevez, hep embann tud lazhet
gant buldozerien didruez 'barzh an toull vint bountet

Vint bountet er fochoù don, " 'vit mirout deus kleñvet " !
Soudarded amerikan, leusko naet an dachenn.

Roet a vo medalennoù d'al lazherien gwellañ
d'ar vlenerien kirri nij, vo roet ar re vravañ

Setu echu ar brezel, serret an teleoù
Bouch ha Fañch dindan an heol roiñ o c'hourc'hemennoù

Ar pokez Palestinian pe ar C'hurd kalonek
zo ankouezhet ur wech c'hoazh, siwazh n'eo ket pec'het.

Ar Gwir, savet 'vit pep pobl, morse na dalvezo
keit ma vo an arc'hant brein, ren ar bed tro-war-dro.


Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org