Lingua   

Digor eo an hent

Alan Stivell
Lingua: Bretone


Alan Stivell


Digor eo bremañ hent ar Frankiz
Mezh ha spont war ar bourc'hiz
Diwall mad Ker-Baris
Furnez ha loc'h d'ar yaouankiz

Krenit c'hwi holl luioù gall
Pa vo mouezh ar bobl o youc'hal
Arm ebed 'vo gouest da drec'hin
War clhoant an dud eus hor bro-ni

D'ar mestr ne sento ket ken
Biñvioù labour ha biñvioù kad
Fiziañs em eus ne vo ket gwad
Moged ha ludu ne laran ket

Torret o deus hor c'hleuzioù kozh
Tra ne harzho ouz'n an avel
A c'hwezh eus kreiz ar meurvor
Beteg minezhioù Kernew-uhel
War minezhioù Kernew-uhel.



Pagina principale CCG

Segnalate eventuali errori nei testi o nei commenti a antiwarsongs@gmail.com




hosted by inventati.org