Kanaouenn soudard
Anonymous
Il testo in grafia e lingua normalizzata dato da Son ha Ton. Il... | |
KANAOUENN SOUDARD An diweza youhadenn ’N em goll war ar mene’, Adieu ‘ta kanaouenn Euz bro gaer a Gerne. Adieu eta kaer iliz, A Gemper-Korantin, Adieu,ma yaouankiz N’am-eus mui da hoarzin. Euz Palud Santez Anna, Euz a grehennou kreh, Ne welim mui pesketa E mor Douarnenez. Nag ivez e Sant Kadou, Nag e-barz Kerhaez, Ne zañsfom d’ar biniou, ‘Barz al leuriou nevez. Euz Santez-Anna Wened, Ne zeufom mui en-dro, Gand kroaziou drezennet, En aour kaer ha golo’ Ne zeufom mui ahane, Disputi d’oll Breiziz, Gand kroaziou Sant-Serve’ Kernevoded hardiz. Kenavo da Rumengol, Kenavo daVulad, Kenavo da Gastell-Paol, Kenavo d’ar Veaj vad. Kenavo da Zant-Tujan, D’an Aotrou sant Urlou, D’Itron Varia-Sklêrder Ha da’n oll bardoniou. C’hwi, ma mignoned devod, Euz a barrez Erge, Ti ‘n Itron Varia-Kerzeot C’hwi ‘yelo adarre. Alumit diou houlaouenn, ‘Tal an aoter eno. Ha lavarit eur bedenn, Evid paotred ho pro. Red eo eta partial Ha mond d’an Alger, Inutil eo deom soñjal, Da zond en-dro d’ar gêr. Hag hervez profesiou ‘Benn ar bloaz daou-ugent, Gand brezel ha kleñvejou, Ar bed ‘cheñcho a benn. Eun dra ‘deu d’am hoñsoli, Rag ni on-eus klevet E-leh iam da gombati N’eus nemed Morianed. O laza n’eo ket pehed Rag n’int ket kristenien, Nompas evel Saozoned, Or gwall enebourien. | KANAOUENN SOUDARD An diwezhañ youc'hadenn 'N em goll war ar menez Adieu 'ta kanaouenn Eus bro gaer a Gernev Adieu eta kaer iliz A Gemper Korantin Adieu ma yaouankiz N'am eus mui da c'hoarzhin Nag ivez e Sant-Kadou Nag e-barzh Karaez Na zañsfomp d'ar binioù Barzh al leurioù nevez Eus Santez-Anna-Wened Na zeufomp mui en-dro Gant kroazioù drezennet En aour kaer ha gouloù Na zeufomp mui ac'hane Disputiñ d'holl Breizhiz Gant kroazioù Sant-Serve Kernevoded hardiz Kenavo da Rumengol Kenavo da Vulad Kenavo da Gastell-Paol Kenavo d'ar Veaj-vat Kenavo da Sant-Tujan D'an Aotrou Sant Urlou D'Itron Varia Sklaerder Ha d'an holl bardonioù C'hwi ma mignoned devot Eus a barrez Ergue Ti 'n Itron Varia Kerzeot C'hwi yelo adarre Alumit div c'houlaouenn Tal an aoter eno Ha lavarit ur bedenn Evit paotred ho pro Ret eo eta partial Ha monet d'an Alger Inutil eo deomp soñjal Da zont en-dro d'ar gêr Rak hervez profesioù Benn ar bloaz daou-ugent Gant brezel ha kleñvejoù Ar bed cheñcho a benn Un dra teu d'am c'hoñsoliñ Rak ni hon eus klevet E-lec'h yamp da gombatiñ N'eus nemet Morianed O lazhañ n'eo ket pec'hed Rak n'int ket kristenien Nompas evel Saozoned Hor gwall enebourien. |