Language   

L'Internationale

Eugène Pottier
Back to the song page with all the versions


BRETONE / BRETON [1]
intbirmKANAOUENN ETREVROADEL AL LABOURERIEN
AN INTERNATIONALE

War sav ! Va breudeur, ret eo sevel
Ar paour 'zo o tuiñ gant an naon
Ar skiant a lâr a vouezh uhel
N'em gannañ start,skeiñ hep tamm aon !
Skuizh omp aet, re bell omp bet deñved ,
Mevelien gaezh, war sav, war sav !
Ur bed all gwelloc'h a vo savet
Lec'h ma vimp mestr hep bezañ sklav.

Sed an emgann diwezhañ
Holl war sav ha warc'hoazh
E kerzho unanet
Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.
Sed an emgann diwezhañ
Holl war sav ha warc'hoazh
E kerzho unanet
Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Mestr bras ebet ne c'hell hor sikour
Na doue na priñs nag un all !
Yann Gouer, pesketaer ha micherour
Deuit war hol lerc'h da reiñ ar brall
Laeron vras, c'hwi 'vo lakaet izel,
Ni 'zesko d'an dud gwelout sklaer
Ha breman c'hwezhet tan hor c'hovell
War'n houarn tomm 'vo lopet taer.

Sed an emgann diwezhañ
Holl war sav ha warc'hoazh
E kerzho unanet
Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.
Sed an emgann diwezhañ
Holl war sav ha warc'hoazh
E kerzho unanet
Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.

Ar stad hor gwask ,al lezenn ivez
'n em wadañ 'rankomp 'vit netra
Hor poan daoust da betra e talvez ?
Da vevañ tud gant hon peadra !
Paromp holl, frankiz'zo da bep den
Ha ni 'vez mac'het gwashoc'h-gwaz
Mar karomp 'vint ket mestr da viken
Deut eo ar c'houlz cheñch penn d'ar vazh !

Sed an emgann diwezhañ
Holl war sav ha warc'hoazh
E kerzho unanet
Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.
Sed an emgann diwezhañ
Holl war sav ha warc'hoazh
E kerzho unanet
Ar pobloù skoaz ouzh skoaz.


Back to the song page with all the versions

Main Page

Note for non-Italian users: Sorry, though the interface of this website is translated into English, most commentaries and biographies are in Italian and/or in other languages like French, German, Spanish, Russian etc.




hosted by inventati.org