L'Internationale
Eugène PottierBRETONE [2A] / BRETON [2A] | |
AN INTERNATIONÂL EM BRËZONEC War memeuz tôn evel en gallek Même mélodie qu'en français | KAN ETREBROADEL AL LABOURERIEN |
War zao ! tud daonet an Douar ! Kent mervel gant an naon , war zao Ar skiant a gomz ag a laar Reï an diveza taol-chao ! Ar Bed-koz a bez d'an traon ! Meveillen paour , war sao ! atao ! Greômp vit mad dezi he c'haon Bezomp maest lëc'h beza esklao ! | War sav! tud daonet deus an douar ! kent mervel gant an naon, war sav Ar skiant a gomz hag a lavar Reiñ an diwezhañ taol-chav ! Ret eo teuler ae bed-kozh d'an traoñ Mevelien paour war-sav, atav ! Greomp evit mad dezhi he c'haoñ Bezomp mestr lec'h bezaň esklav ! |
Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! | An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! |
En trezomp neuz salver ebed Na pab, na roue, na den all ! Demp hon unan a vezo red Ober aman ar gwir ingal : Benn harz laëron braz da noazout, Derc'hel ar spered en he blom ! A dao d'an ouarn keït m'he tom !! | Etrezomp na n'eus salver ebet, Na pab, na doue, na den all ! Ha deomp hon unan a vo ret Ober amañ ar gwir ingal A-benn harzh laeron bras da noazout Derc'hel ar spered en e blom C'hwezomp hon c'hovel pe 'vefomp boud Ha dav d'an houarn keit m'eo tomm ! |
Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! | An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! |
Ar Stâd so fall ! pep lezenn kamm An dëog a oad ar paour-kaez den ; Deveriou d'ar re vraz neuz tamm Gwiriou ar paour zo eur gomz ven Awalc'h dindan Vaest kastizia Al Lëaldet ' c'houlenn trëo all Dindan-hi 'veffomp memeuz tra Gant deveriou , droëjou ingal !? | Ar stad a zo fall, pep lezenn kamm An deog a wad ar paour-kaez den Deverioù d'ar re vras n'eus foeltr tamm Gwirioù ar paour-kaez zo ven Awalc'h eo dindan vestr kastiañ Al lealded c'houlenn traoù all Dindani vefomp holl memes tra Gant deverioù droejoù ingal. |
Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! | An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! |
Udur ! en kreïz ho brassoni, Mistri war an holl labour Deuz gret biskoaz met ransoni Laerez poan ar micherour ; Rag en em prez an dud didalve Kement ve kroûet ve teuzet ; Goulennomp vo rentet hep dale D'ar bobl kaez ar pez so gleêt ? | Ken hudur en kreiz o brazoni Hon mistri war an holl labour Deus graet biskoazh nemet ransoniñ Laerezh poan ar micherour Rag en prez kloz an dud didalvez Kement vez krouet vez teuzet Goulennomp vo rentet hep dale D'ar bobl kaez ar pezh zo dleet ! |
Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! | An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! |
Micherourien a koërijen. Memprou a labour ar bed-man, Ar bed so d'al labourerien ! An dud didalve diwarn-han ! Deuz hom c'hoejen hint holl lard mad : Na pa deufe eur sort brini Eun deîz an douar da gwitâd An heol ‚zalc'ho da lugerni ! | Holl micherourien ha kouerijen Memproù a labour er bed-mañ Ar bed-mañ zo d'al labourerien An dud didalvez diwarnañ Deus hon c'hwezenn gwelit int lard mat Na pa deufe ur seurt brini Un deiz ar bed paour-mañ da guitaat An heol zalc'ho da lugerniñ. |
Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! Ar gann divëza zo, Holl , war zao a warc'hoaz, N'o er bed met eur vro Da vihan a da vraz ! | An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! An emgann diwerzhañ zo Holl war sav hag arc'hoazh Na vo er bed met ur vro Da vihan ha da vraz! |
Garz ebed ken kreïz-tre pep Bro ! An holl dud breudeur war ar bed ! Ar brezellou zôd er blôto ! Dao d'ar re vraz c'hoaz m'ar be red Evit-hê n'effomp biken ken A villerou de n'em drailla ! War zao ! ar skiant so ho ren Demp vo red terri pe blega !?! | Garzh ebet ken kreiz-entre pep bro An holl dud breudeur war ar bed Ar brezeloù diot er blotoù Dav d'ar re vraz c'hoazh mar bez ret Evite na n'afomp biken ken A-vilieroù d'en em drailhañ War sav pa 'mañ ar skiant o ren Deomp vo ret terriñ pe blegañ. |